Pajenn:Barzaz Breiz, sixième édition.djvu/158

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Oenn ganet evid eur va bro ;
Doue diouz anken d’he miro !
Oh ! hun eta,

Ar vamm a oe souezet braz :
« Heman zo Marz mar boe biskoaz !

Hun eta, va mabik, va mabik,
Hun eta, toutouik lalla ! »


II


MARZIN-DIVINOUR.


— Marzin, Marzin, pelec’h it-hu,
Ken beure-ze, gand ho ki du ?

— Iou ! iou ! ou ! iou ! iou ! ou ! iou ! ou ! iou ! ou ;
Iou ! iou ! ou ! iou ! ou ! —

— Bet onn bet kas kaout ann tu,
Da gaout dreman ann ui ru,

Ann ui ru euz ann aer-vorek,
War lez ann od, toull ar garrek.

Mont a rann da glask d’ar flouren
Ar beler glaz ha ’nn aour ieoten,

Kouls hag huel-var ann derven,
Ekreiz ar c’hoad’ lez ar feunten.