Pajenn:Barzaz Breiz, sixième édition.djvu/150

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Nao mab em boa em boa ganet,
Setu gad ann Ankou int eet ;

Gad ann Ankou e toull ma dour ;
Den da hul d’in eul lommik dour ! —

Leunn e’r vered rez ar c’hleuniou,
Leunn ann iliz rez ann treuzou ;

Red eo benniget ar parkou,
Da lakat enn ho ar c’horvou.

Me wel er vered eunn derven,
Hag enn he beg eul liser wenn :
Eet ann holl dud gad ar vosen.