Pajenn:Barzaz Breiz, sixième édition.djvu/129

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Gweliz mez ha gweliz gwial,
Gweliz derven e koat Breiz-all,
Biskoaz na weliz kemend all.

— Re draou a welaz-te, va map ;
Da flap ! da flip ! da flip ! da flap !
Da flip, potr koz ! ha ! me da grap !

— Sko ket gant-han, lez-han gan-i ;
Na rann-me droug da da hini,
Ma brenn er bro-ni gan-e-omp-ni. —

Mari d’ar ger pa zistroaz,
He bugel kousket a welaz
Enn he gavel, ha sioul eaz.

Hag out-han ker kaer pa zelle
Ha da voket d’ean pa ee,
He zaoulagad a zigore.

Enn he gavazez ’n em zave,
He ziouvrec’hik d’ei astenne :
— Gwall-bell onn bet kousket, mamm-le ! —