— Dimezi d’hoc’h me na rinn ket,
Rag eur bloaz-zo ounn dimezet ;
Da zizeac’hi na jomminn ket,
Na benn trideiz na varvinn ket ;
Na varvinn ket a-benn tri de,
Nemet pa vezo ioul Doue ;
Met gwell eo d’in mervel breman
’Get dimizi d’eur Gorrigan !
— Va mammik keaz, ma am c’haret,
Aozet va gwele ma ne ket ;
Gand ar c’hlenved ez ounn dalc’het.
Na livirit tra d’am friet,
A-benn trideiz ez vinn besiet :
Gand eur Gorrigan ounn bet skoet. —
Hag-abenn tri dervez goude
Ar c’hreg iaouank a c’houlenne :
— Livirit d’in-me, va mamm-gaer,
Ha perag e sonn ar c’hleier ?
Perag e kan ar veleien
War al leur-zi, gwisket e gwenn ?
Enn noz-man mervel e deuz gret.
— Eur paour-keaz hor boa kemeret
— Va mamm-gaer d’in-me leveret,
Va aotrou Nann peleac’h eo eet ?
— E kear va merc’hig ez eo eet ;
E-berr e teuio d’ho kwelet.