Mont d’an endalc’had

Pajenn:Barzaz Breiz, sixième édition.djvu/100

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


AR BUGEL.

— Kan d’in euz a bemp rann, etc.


ANN DROUIZ.

Pemp gouriz ann douar ;
Pemp darn enn hoar ;
Pemp mean war hor c’hoar.
Pevar mean higolin, etc.
Tri rann er bed, etc.
Daou ejenn, etc.
Heb rann ar Red, etc.
Daik, mab gwenn Drouiz, ore ; etc.


AR BUGEL.

— Kan d’in euz a c’houec’h rann, etc.


ANN DROUIZ.

— C’houec’h mabik great e koar,
Poellet gand galloud loar ;
Ma n’ouzez-te, me oar.

C’houec’h louzaouen er perik
Meska’r goter ra’r c’horrik ;
Enn he c’henou he vezik.
Pemp gouriz ann douar ; etc.
Pevar mean higolin, etc.
Tri rann er bed, etc.
Daou ejenn, etc.
Heb rann ar Red, etc.
Daik, mab gwenn Drouiz, ore ; etc.