Mont d’an endalc’had

Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/569

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


— Deuit-c’houi gan-in, va dousik, deuit tre el liors gan-in,
Me ziskouezo d’e-hoc’h eur rozen eno touez all louzou fin ;

Ker gae ha ker brao oa eno, hag hi savet war ar bod !
Diziou beure pa he c’haviz oe ker ruz hag ho tiouchod.

D’e-hoc’h e liviriz serra mad tor ho kaloun, va mestrez,
Na vize eat ann dud e-barz, ’touez al louzou hag ar frez ;

Ha n’hoc’h euz ket sentet ouz-in, hag hoc’h euz hen digoret,
Ha setu gwenvet ar vleuzven, kollet gan-e-hoc’h ho kened.

Ar garantez, ar iaouankiz, kaera traou zo er bed-man ;
Bleuzvi a reont ha koenvi ann eil hag eben buhan.

Amzer omp bet o ’n em garout ne deuz ket padet gwall bell ;
Tremen e deuz great, plac’h iaouang, evel eur barrad avel.