Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/564

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



MELLEZOUROU ARC’HANT
− IES GWENNED-IZEL −


Seleuet holl, ho ! seleuet !
Ur zonik neue zou sauet.

Ar Varc’haid doc’h Kerglujar,
Probikan plac’h oa oar enn doar.

Hag he mamm a lare d’ehi :
— Mac’haid geh, koantik oc’h-hui !

— Ha petra vern d’eing bout ken brao,
Pe n’em zimeet ked atao ?

Pe ve deit ann avalen ru,
Red eu he gutuillein doc’htu !