Mont d’an endalc’had

Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/554

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



ann den iaouank

’Vel eunn aval e beg ar ween
E ma kalon ar femelen ;
Kaer ve ann aval da welet,
Hag eur prenv e kreiz zo kuet.

Evel eunn delien war ar brank,
E ma gened ar plac’h iaouank ;
Ann delien gouez war ann douar,
Ar c’hened ive a ziskar.

’Vel ar bleun glaz diouz lez ar stank,
Ma karante ar plac’h iaouank ;
Ar bleunig a dro wechigo,
Ar bleunig a dro, a zistro ;

Ar bleunig a dro wechigo,
Karante ar plac’h tro ato.
Ar bleun a ielo gand ann dour
Ha gand ann ankoun ann traitour.

Me a zo eur c’hloaregik paour,
Me a zo mab da Iann Kaour ;
Beann onn bet tri bloa o studi,
Hogen breman na inn ket mui.

Benn eur pennad me iei endro,
Me iei endro kouit deuz ar vro ;
Benn eur pennadik vinn maro,
Ha d’ar purkator me ielo.