— Me laro d’hoc’h enn eur begad :
Hounez zo eur ween dero ’vad,
Hounez a zo eur ween dero
Nemet mez razarc’h dioc’h he zro.
— Eunn tiik plouz eur saoik mein,
Am beuz c’hoaz, Eginanerien,
Hag ennhan oc’hpenn kant mil kel,
Hag enn ho kanl mil demezel.
Mar d-oc’h ’vit gout petra reont-hi,
C’hui po grad-vad ha kefridi.
— Gand ho krad-vad ha kefridi,
Ni ielo tre ’barz enn ho ti ;
Ar re-ze a zo ho kwenan,
A c’houl rei d’e-omp hon eginan.
Me wel ar goulou dre ann ti,
Hag ar c’hroueg eur gontel gat-hi.
Gat-hi eur gontel enn he dorn ;
Ha me gav d’in ia d’ar c’helorn.
— Ni na roimp tamm kig ebed d’hoc’h,
Ma n’ema ’nn aour ieoten gen-hoc’h.
— Pa zeui ann eost, pa zeui ar foen,
Ni gaso d’hoc’h ann aour ieoten.
— Ni na roimp tamm kig ebed d’hoc’h,
Ma n’ema ar person gen-hoc’h.
Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/547
Neuz
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ