Pa zihunet enn ho kwele,
Roet ho kalon da Zoue,
Gret sin-ar-groaz, laret goude
Gant fe, ha spi ha karante :
Laret : « Me ro d’hoc’h, ma Doue,
« Ma c’halon, ma c’horf, ma ene :
« Gret ma vinn den mad, ma Doue,
« Pe mervel kent ma teui ann de. »
Benedicite, kent ar pred,
Ha grasou, goude, leveret ;
Marteze ne po boed bepred.
Ma n’hoc’h euz koun deuz ho laret.
Laret a ra ann evnigou,
Kludet er c’hoad war ar brankou,
’Vid eur greun ed, ’vid eur prenvik,
Ia, ’vid eul lomm gliz, eul lommik.
Ha pa eet da warn ho loened,
Kemeret eur wialen red ;
Ha pa eo pred noz d’ho distrei,
Distroit-he gand aon rag ar blei.
Na wall-bedet morse gat-he :
Mar d-eo red gourdrouz, leret d’he:
« Boit-hu ! boit-hu ! loen divergon,
Na laeret ked ieod ar person !
« Boed al louarn, boed ar morvran,
Da gorf-te ne ve morse lan
Ah ! mar gellann erru gen-hoc’h.
Me werzo ker ma fazou d’hoc’h. »
Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/537
Neuz
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ