Mont d’an endalc’had

Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/526

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



ann intanvez.

Er bloavez-ma na zimezinn,
Na biken va c’hanv na dorrinn ;
D’ar govant eo red d’in monet
Leac’h ounn gand Doue gortozet.


ann den iaouank.

D’ar govant c’houi na ielo ket,
D’am c’hear-ma ne lavarann ket ;
Ar rozen hag al louzou fin
Zo mad da lakat er jardin.


ann intanvez.

Ar rozen zo mad d’ar jardin,
D’ar vered ar wezan ivin ;
Kemeret am euz da bried
Ann hini neuz krouet ar bed.


ann den iaouank.

Dalit, dalit, va dousik koant ;
Dalit va gwalennig arc’hant ;
Likit-hi war ho tourn breman,
Pe m’he lakai d’e-hoc’h va unan.


ann intanvez.

Biken gwalen na gemerinn,
Na biken d’am biz na likinn,
Nemed gwalen diouz dorn Doue
Pehini en deuz bet va fe.


ann den iaouank.

C’hoant hoc’h euz eta d’am lakat,
D’am lakat da vervel timad ?