Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— Dibrit hag evit a gerfet,
Dira-z-hoc’h, gand grad, eo laket.
— Me n’am euz na naoun na sec’hed,
Nemed eur garantez barfed.
Nemed eur garantez wirion,
Pa-z-ounn pedet a wir galon,
Pa-z-ounn pedet a galon vad,
Da zonet da eured ho map.
Mil vad a ra d’am c’halon gez
Gwelet hoc’h holl gompainunez ;
Mil vad a ra d’am mab Jezuz,
Gwelet tud ker karantezuz.
Ne d-omp gand hini anavet,
Med hini neuz aluzennet.
War ann ti-ma kant mil bennoz !
Kenavezo d’ar baradoz ! —
Ar gentel-ma zo bet savet
Enn nenv, e palez ann Drindet,
Dindan eur bod boukedon roz
A dol c’houez vad er baradoz.