Mont d’an endalc’had

Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/502

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Diskiant neb eaz da gredi
E teui da c’houlmed ar brini ;

Da gredi e vleunio biken
Liliou war gouriou raden ;

Neb a eaz da gredi a goue,
Ann aour melen deuz beg ar gwe.

Deuz beg ar gwe na goue netra,
Nemed ann deliou sec’h na ra ;

Nemed ann deliou sec’h na goue,
Da ober lec’h d’ar re neve.

Nemed ann deliou melen aour,
Da ober gwele d’ann dud paour.

En em gonfortet, peorien geiz,
Gweleou plun ho po eunn deiz ;

C’houi po, elec’h gwele gwial,
Gwele olifant er bed-all.


eil meliner.

Savet eo bet ar gentel-man
Da c’houel Maria, goude koan ;

Savet eo bet gand daouzek den,
Enn eur zansal war ann dachen :

Tri glask pillou, seiz had segal,
He vala flour a ra ’nn daou all.

— Ha setu gret, setu gret, gwitibunan ;
Ha setu gret, setu gret ar c’han —