Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Enn hanter-hent pa oe digouet,
Ann otrou kont e deuz kavet ;
Otrou kont maner Pratuloc’h,
O vont da heizal da Goatloc’h ;
O vont da Goatloc’h da heizal,
Hag hen pignet war he varc’h geal.
— Va c’hregik vad, d’in leveret,
Perak ’ta, perag a oelet ?
— Goela rann war ma bugale,
N’am euz ket bara da roi d’he. —
— Va c’hregik, ne ket red goela ;
Dalit argant ; it da brena. —
Bennoz Doue d’ann otrou kont !
Seurt-se a zo tud, me respont !
Pa ve red d’in mont d’ar maro,
Me iei evit-han, pa garo.
tride labourer.
Seurt-se zo tud a galon-vad,
Pere a glev ouz a bep stad ;
Pere a glev ouz a bep stad,
Pere d’ann holl dud a zo mad.
pevare labourer.
Zo mad d’al labourerien gez,
Ha n’ho lakafe ked e mez ;