Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
ANN AMZER DREMENET
− IES KERNE −
kenta meliner.
Bretoned, savomp eur gentel
Diwarbenn potred Breiz-izel.
— Deut da glevet, da glevet, gwitibunan ;
Deut da glevet, da glevet ar c’han. —
Potred Breiz-izel ho deuz gret
Eur c’havel koant hag hen treset.
— Deut da glevet, etc.
Eur c’havel kaer karn olifant,
War-n-han tachou aour hag arc’hant.
Tachou aour hag arc’hant war-n-han,
A luskellont gand nec’h breman.
Ha breman, oc’h he luskellat,
Daelou ver euz ho daoulagad.
Daelou a ver, daelou c’houero :
Neb a zo enn han zo maro !
Zo maro, zo maro pell-zo,
Hag hi lusket, o kana ’to,
Hag hi lusket, lusket ato,
Kollet ar skiand-vad gant-ho.
Ar skiand-vad ho deuz kollet ;
Kollet ho deuz joaiou ar bed.