Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/481

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



Ha toullet ker oa he dok, ha toullet he jupen,
Ha loud hag he vleu troc’het ged eunn tol a zabren,
Hag er goed a zivere demeuz toull he goste ;
Ha n’arzaoue e tarc’hout, hag oc’hpenn e kane.

Ken n’hen gwelez ket mui tamm, hag hen gwelez endro,
Hag hen lennet a goste didan ur ween dero,
E ouilein leih he galon, chouket get hon he benn,
Enn eutreu Tinteniak por a-drez ar he varlen.

Ha p’achiue enn emgann ar dro enn nozeoh,
Chouanted a zidoste, re ieuang ha re goh,
Hag a denne hou zoken, hag a lare else :
— Chetu ma goneit gen-emp, ha hon, siouah ! marue ! —