Mont d’an endalc’had

Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/477

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Buhe evit buhe! tud vad; laza pe beza lazet!
Red e oa da Zoue mervel evid gonid war ar bed.

Deuz er penn gan-e-omp, Tinteniak, gwir Vreton a holl-viskoaz,
Te pini rog beg ar c’hanol, morse da benn na droaz.

Deut er penn gan-e-omp, tudjentil, goad roeal demeuz ar vro;
Ha Doue a vezo meulet gand kement kristen ma zo.

Hag enn divez e teui endro e Breiz al lezen gwirion,
Kouls ha Doue war he oter, hag ar roue war he dron ;

Hag a-neuze traoniou Kerne e teuio glaz adarre,
Hag ar galon a zigoro gant bleun ann ed hag ar gwe.

Neuze, kroaz Jezuz, hor Salver, a zavo splann war ar bed;
E-c’harz he zreid liliou kaer dru gand goad ar Vretoned.