Rei ho c’hest d’ar veleien, aluzen d’an beorien ;
Hag, evit na faziint ket, gwir d’he zervicherien.
Al labourer, goude-ze, a vezo tamallet ;
Gand ann dud euz al lezen e vezo piz skarzet ;
Euz he nebeud a vadou e vezo dibourc’het
Hag, he zanvez o vont kuit, n’euz ger da lavaret.
Ha mar c’hoarv d’ezhan konta he arc’hant a-wechou,
Arc’hant en deuz dastumet gant kemend a boaniou,
C’hoarzin a ra ar geriz oc’h hual anezhan,
Ha, mar geller, he gigner, oc’h ober goab out-han.
Enn divez al labourer, baleet leac’h ma karo,
E vezo drouk-prezeget, kalz tud hen disprizo ;
Ha koulskoude, ma teufe da zonjal ann dud-ma :
Diwar breac’h al labourer m’ar bed-holl o veva.
Setu hor buhez, siouaz ! hor buhez kriz meurbed ;
Hor stad a zo truezuz hor stereden kaled ;
Hor stad zo poaniuz meurbed ; paouez na deiz na noz !
Renomp-hi a galoun-vad da vont d’ar baradoz.
Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/463
Neuz
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ