Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/440

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



Neuze e larez enn oac’h keh :
— Reit d’er c’hrouek-ze eur banac’h leh,
Eur banac’h leh hag eur grampouen,
E vou laket ar hi barlen.

— Iannik Skolan zou bet tapet,
Zou bet tapet zou bet krouget,
Krouget berr ar dachen Gwenned ;
Torfedeu ’walc’h en defa groet.

— Me c’homer, ne glevon netra,
N’hallon ket mont mez enn ti-ma,
N’hallon mont neblec’h de vale,
Ged pridiri me bugale

— Torfedeu ’walc’h en defa groet,
Diboe e oe deut ar er bed ;
Torfedeu ’walc’h en defa groet,
Kentoc’h de lahein Morised.


II

Pe ziwalle loned hi zad,
Ne doa d’ ei sonj nemeid de vad ;
Ne doa goelet meid eur wec’h ’nei
Gwelet hi daou mont ged er blei ;

Nemeid eur wec’h ne doa goelet ;
Setu diou bremen e deuz groet ;
Goelet e doa ha groet eur zon
E ve kanet dre er c’hanton :

— « Kaon ! kaon ! d’am daonik gwenn-gornik !
Kaon ! kaon! d’am daonik penn-gwennik !
Kaon ! siouah ! kaon, kaon ! d’am danvad,
Hag a oe eul lonik ker mad ! —