Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— Mad-d’hoc’h! mad-d’hoc’h ! otrou markiz;
Ni ia d’ar vorc’h, d’ar c’hatekiz.
— Kenavo, bugaligou vad;
N’ho kwelo mui ma daoulagad.
— Da belec’h et eta, otrou;
Ha dont na reot souden endrou?
— Me na ouzon ked, Doue ’r goar;
Bugale baour, me zo war var. —
Ho cherisa en defe gret,
Pa ne ved he zaouarn ereet.
Kriz vije ’r galon na ranne;
Re ’nn dragoned zo-ken a ree :
Potred-a-vrezel, koulskoude,
Ho deuz kalonou kri enn he.
Ha-pa oa digouet e Naoned,
E oa barnet ha kondaonet;
Kondaonet, naren gand tud-par,
Nemet tud koet doc’h lost ur c’harr.
Da Bontkalek deuz int laret :
— Otrou markiz, petra peuz gret?
— Pez a oa dleet d’in da ober;
Ha gret-hu ive ho micher. —