— N’em euz konfort bet da gaouet
Enn tu ma c’horf e-barz ar bed ;
Enn tu ma c’horf me n’am euz ket,
Enn tu ma ene, larann ket. —
Goude ma oa bet koveset,
D’ar beleg en deuz lavaret ;
— Digoret frank dor ar gambr-man,
Ha welinn holl dud ma zi-man,
Ma friet ha ma bugale
Tro-war-dro demeuz ma gwele ;
Ma bugale, ma merourien
Kerkouls ha ma servichourien ;
Ma hellinn, ’nn ho zouez, kemeret
Hon Otrou ’barz mont diouc’h ar bed. —
Ann itron hag he vugale,
Ha kemend oa eno, oele ;
Hag hen ker reiz ho frealze,
Ha ker sioulig a gomze !
— Tevet, tevet, na oelet ket,
Doue eo ar mestr, ma fried !
Ho ! tevet, ma bugaligo,
Ar Werc’hez sakr ho tiwallo !
Ma merourien, na oelet ket ;
Tud diwar mez, gouzout a ret,
Pa ve hao ann ed, ve medet ;
Pa zeu ann oad mervel zo red !
Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/416
Neuz
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ