Mont d’an endalc’had

Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/411

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


C’houi zo mab ann itroun Gwerand,
Ha me zo mab eur plouezant.

— Evid oud mab eur plouezant,
Te c’heuz dibab ar merc’hed koant.

— Aotrou markiz, em zigaret,
Ne ket me meuz hi dibabet ;

Markiz Gwerand, em zigaret,
Gand Doue eo bet d’in roet. —

Annaik Kalvez a grene,
Oc’h ho c’hlevout o komz giz-ze.

— Tavit, va mignon, deomp d’ar ger,
Heman a rei d’eomp poan ha nec’h.

— Araok, kloarek, lavar d’in-me :
Na te oar c’hoari ar c’hleze ?

— Biskoaz kleze n’em euz douget
C’hoari penn-baz, lavarann ket.

— Na te c’hoarife gan-in-me :
Eur paotr ter, a glevann oud-de.

— Aotrou denjentil, va fenn-baz
Na dal ho kleze lemm ha noaz.

Aotrou denjentil na rinn ket,
Ho kleze a vez saotret

— Mar d-eo va c’hleze saotret,
Ebarz da wad a vo gwalc’het. —

Naik p’e deuz gwelet redek,
Redek goad he mignon kloarek ;