Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— Evil pec’heurez, n’em ounn ket ;
Eiz-teiz zo ounn bet koveset.
— Gevier d’in na livirit ket,
Eur pec’hed braz hoc’h euz c’houi gret ;
C’houi zo bet mintin-ma d’ar c’hoat ;
Ruz eo ho poutou gand ar goad ! —
III
— Pachik bihan, lavar d’in-me,
Petra ’za gand ar pae-ze ?
— Ho mereurien a Wigourvez,
Ar c’hrouger hag ho fillorez. —
Kriz vije neb ha na oelje,
War dachen Folgoat, pa zeue ;
Pa zeue ar plac’h pemzek vloa,
E-kreiz daou arser da grouga ;
Eur c’hrac’hik koz paour dira-z-hi,
O terc’hel eur goulou d’ezhi ;
Hag hi, o vont, a lavare :
— Ne oa ked d’in ar bugel-ze. —
Ann itroun war lerc’h o c’houlenn
Truez d’he fillorez a-grenn :
— Laoskit gan-in va fillorez :
Roi a rinn d’e-hoc’h, arc’hant he fouez