Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/358

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



Ha gand ar strak ann heuzusa,
Ha gand ann tier o krena ;
Ha gand son-vrell ann holl gleier,
sini ho unan e ker.

— Pachik, pachik, pachik bihan,
Te zo prim, ha skanv ha buhan,
Ke timad da veg ann tour-plad,
Da c’hout piou zo o vransellat.

Euz da goste zo eur c’hleze,
Mar kaez den-bennag aze,
Mar kaez den bennag o son,
Plant da gleze enn he galon ! —

O vont d’al lae, hen a gane,
O tont d’ann traou, hen a grene :
— Beg ann tour-plad ed-onn-me bet,
Ha den e-bet n’em euz gwelet ;

Ha den eno n’em euz gwelet,
Nemed ar Werc’hez venniget,
Ar Werc’hez hag he mab, a-vad,
Re ze a zo vransellat. —

Ar prens diwirion lavare
D’he zoudarded, pa he gleve :
— Sternomp hor c’herek, ha d’ann hent !
Ha loskomp ho zier gand ar zent. —