Mont d’an endalc’had

Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/347

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


— Silaouet holl, potred Plouieou,
Silaouet mad ann embannou :

Evid ar bloaz hag ann de krenn,
Ra vo prizet tra peb perc’hen ;

Ho tier kerkouls hag ho stu ;
Ar mizou diwar ho koust-hu ;

Hag it lec’h-all, c’hui hag ho tud,
Gand arc’hant flamm, da glask eur c’hlud. —

Oa ked ar ger peurlavaret,
Savet stravil barz ar vered,

Tud koz ha iouank da groza,
Darn da wac’ha, darn da oela ;

Darn all da goueza d’ann douar,
Mantret ar galon gant glac’har.

— Kenavo, tadou ha mammou,
Na stouimp mui war ho peziou !

Red eo mont breman divroet,
Kuit deuz lec’h em omp bet ganet,

Ha war boul ho kalon maget,
Hag e tre ho ti-vrec’h douget.

Kenavo, sent ha sentezet,
Na zeuimp mui d’ho tarempred ;

Kenavo, patron hor parrez,
Ni zo war hend ar baourentez. —