— Siouaz d’in, va c’haredik, siouaz d’in, Loida,
Me a renk mont war ar mor, me a renk kimiada.
Me a renk mont da vro-Zaoz da heul ost ar baron,
N’euz nemed Doue a oar mar zo keun em c’halon.
— Han Doue ! ma den-iaouank, na eet ket war ann dour ;
Ann avel a zo edro hag ar mor zo traitour.
Ma teufe d’hoc’h da vervel, petra ve ac’hanon ?
O kaout kelou ouz-hoc’h rannafe ma c’halon ;
O vonet gand ann ojou diuz ann eil loj d’e-benn :
— Klevet hoc’h-euz, merdaidi, klevet roud euz ma den ? —
Ar plac’h iaouang a oele ; hen en deuz he freget :
— Tevet, tevet, Loida, ouz in na oelet ket,
Eur zeien a zasinn d’hoc’h demeuz glaz-aleuret,
Eur zeien eured a vouk hag hi rumenluiet. —
Neb a welze ar marc’hek ’nn he gaonze tal ann tan,
He vuia-karet soublik war benn he c’hlin gant han,
Gant hi e kerc’hen he c’houg he divrec’h, oc’h oela,
Heb laret ger, o c’hortoz ann de da gimiada.
Ha pa baraz ar goulou, ar marc’heg a lare :
Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/330
Neuz
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ