Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/325

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Dalc’homp, Bretoned, dalc’homp mad!
Arzao na true! goad oc’h goad!

Iron Varia Breiz, skoaz da vro!
Fest erbedenner, fest a vo!

Dare’ ar foen; piou a falc’ho?
Dare’ ann ed; piou a vedo?

Ar foen, ann ed, piou ho falc’ho?
Ar roue gav gant-ha’ raio.

Dont a rai a-benn eur gaouad,
Gand eur falc’h arc’hant da falc’hat;

Gand eur falc’h arc’hant er bro-ni,
Ha gand eur fals aour da vedi.

Mar plije gand ar C’hallaoued
Daoust hag int mank ar Vretoned?

Mar plije gand ’nn otrou roue
Daoust hag hen eo den pe Zoue?

Skrigna ra bleizi Breiz-izel,
O klevet embann ar brezel,

O klevet ar iou, a iudont :
Gand c’houez ar C’hallaoued a reont.

Enn henchou, e-berr a welour
O redeg ar goad evel dour,

Ken iei ru-glaou brusk ann houidi,
Hag ar wazi gwenn o neui.