Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
GWAZ AOTROU GWESKLEN
− IES TREGER −
I
Eur c’hastel braz ez euz, e kreizik koado Mal ;
Ha dour doun tro-war-dro, ha ’peb korn eunn toural :
Hag er porzlec’h eur puns hag hen leun a eskern,
Hag hueloc’h-huel bemnoz a gresk ar bern.
Ha war sparl ar puns-ze ar vrini a ziskenn,
Hag ho boed a glaskont, o koaga laouen.
Pont ar ger a gouez eaz, hag a zav easoch c’hoaz ;
Piou-bennag eza tre na zeu ket mui e-meaz.
II
Jentillan marc’heger dre zouar ar Zozon,
Eur baleer iaouang hanvet Iann Pontorson.