Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/303

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



— Deomp-ni brema d’ar gwiskiri
Klask brodou da lakat enn hi.

— Gwell ve d’in ann nahenen wenn
A c’hourie d’in va c’hoar Elen.

— Hervez ar c’homzou a leret,
Aoun am euz n’am c’haret ket.

Me gar ve bet eur gor em zeod,
Enn amzer e m’onn bet ker sod,

’M oun bet ker sod euz da brena,
Pa n’em frealzez gant netra. —


IV

— Diwar ho nij, evnigou kez ;
Me ho ped da zelaou va moez :

C’hui ia d’ar ger, me na eann ket ;
C’hui zo laouen, me glac’haret.

Va gourc’hemennou a refet
D’am holl vroiz, pa ho gwelfet ;

D’ar vammik e deuz va ganet,
Ha d’ann tad en deuz va maget ;

D’ar vammik e deuz va ganet,
D’ar belek koz deuz va badeet.