Tra ma oa o lenn al lizer,
Teue ar baron ter-oc’h-ter ;
Ha pa oa al lizer lennet,
Tre he zaouarn deuz hen flastret,
Ha gant he zent deuz hen roget,
Ha gand treid he varc’h mac’hellet.
— Prim ! trezek Breiz ; primoc’h-ta, floc’h !
Pe me blanto va goaf enn hoc’h ! —
Ann otrou er ger pa erruaz,
Tri zol war ann nor-borz a reaz,
War ann nor-borz a reaz tri zol,
Ken a lakaz da grena ’nn holl.
Ar c’hloareg evel ma klevaz,
Da zigor ann nor a redaz :
— Petra ta, kloarek miliget,
M’boa ked roet d’id karg ma fried ! —
Ha planta he c’hoaf enn he vek,
Ma teuaz dre he choug ar bek.
Hag hen d’ann nec’h gand ann diri,
Ha tre e-barz kampr he hini,
Ha kent ma hellaz lavar ger,
Gand he glenv he zreuzaz e-berr.
— Otrou belek, d’in leveret,
Er c’hastel petra peuz gwelet.