Tre marc’heien ha baroned
Hag a zeue d’he darempret,
Na blije nekun d’ei anhe.
Med ann otrou baron Vaze,
Ann otrou kastel Trannioli,
Den klog a goste ’nn Itali.
Hennez a blijaz d’he c’halon,
Dre ma oa leal ha gwirion.
Tri bloavez hanter e oa bet
E plijadur ann daou bried ;
Ken oe kaset kannad d’ann holl
Da vont d’ar brezel da zao-heol.
— Pa ’m onn deuz ar goad huella,
Red eo d’in monet da genta.
Arsa ’ta ! kenderv, pa eo red,
D’id a rann karg ouz ma fried,
Ouz ma fried, ouz ma mab ker,
Kloarek mad, pez out-ho preder. —
Tronoz-vintin, pa ee kuit,
Marc’het mad, sternet, hag iskuit ;
Setu ann itron, oc’h oelo,
O tiskenn gand ar pazenno :
O tont d’ann traon gand he c’hredur,
A hirvoude ann itron fur.
Enn he vete pa oa digouet,
Krog e penn he c’hlin e deuz gret,
E penn he c’hlin e deuz kroget,
Gant he daelou deuz hen glebet,
Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/268
Neuz
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ