Mont d’an endalc’had

Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/247

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Eunn eostig a glevann bep noz,
Er jardin war eur bodik-roz;

Eunn eostik bep noz a glevann;
Ken ge e kan, ken dous e kan!

Ken dous e kan, kerkaer, ken flor,
Bep noz, bep noz, pa zioul ar mor! —

Ann aotrou koz dal’m’ he c’hlevaz,
Enn he galoun a brederiaz;

Ann aotrou koz dalm’ he c’hlevaz,
Enn he galoun a lavaraz :

— Pe mar ma gwir, pe ma ne ket,
Ann eostig a vezo paket! —

Antronoz-beure, pa zavaz,
Da gaout ar jardinour ez eaz.

— Jardinour mad, sentit ouz-in;
Eunn dra zo a ra glac’har d’in :

E’r c’harz a zo eunn eostik-noz
Ne ra nemet kana enn noz;

Hed ann noz ne ra met kana,
Ken e ma ounn dihunet gant-ha.

Mar ’ma paket fenoz gan-id,
Eur gwenneg aour a roinn-me d’id.

Ar jardinour pa’n deuz klevet;
Eunn ulmenig en deuz stegnet,