Enn eunn heveleb poud e vo gret d’he ho boed,
Ouz ann heveleb dol e veint azeet. —
Penn eunn nebeut goude kaer vije da welet
Porz maner ar Faouet leun a zuchentiled;
Peb kroaz ru war ho skoa, peb marc’h braz, peb banniel.
Evit klask ann otrou da vonet d’ar brezel.
Ne oa ked oet pell-meur er mez demeuz ann ti,
Pa oe laret d’he c’hreg kalz a brezegou kri :
— Diwisket ho prouz-ru, hag unan wenn gwisket,
Red eo monet d’al lann da beuri al loened.
— Ho tigare, va breur; petra em euz me gret?
Me ne m’onn bet biskoaz o peuri ann denved.
— Ma n’em-oc’h bet biskoaz o peuri ann denved,
Aman zo ma goaf hir a ziskei d’hoc’h monet. —
Bet eo epad seiz vloa, ne re nemed goela;
Enn divez ar seiz vloa ’n em lakaz da gana.
Hag eur marc’heg iaouang o tont euz ann arme
A glevaz eur voez dous kana war ar mene.