Ne ouienn tra, ma Doue, met laret ma fater,
Pa oann-me plac’hik bihan e ti ma zad er ger,
Hogen breman, disket onn, disket onn mad a-grenn;
Me oar Galleg ha Latin, me oar skriva ha lenn;
Ia lenn e levr ann Aviel ha skriva mad ha preek,
Ha sakri ar bara-kann kerkouls ha peb belek;
Ha miret ouz ar belek da lar he oferen,
Ha skloumo ann alc’houilten e kreiz hag enn daoubenn.
Me oar kaout ann aour melen, ann aour touez al ludu;
Hag ann argant touez ann drez, pa ’m euz kavet ann tu :
Me oar mont da giez du, pe da vran, p’am euz c’hoant;
Pe da botrik ar skod-tan, pe da aerouant;
Me oar eur zon hag a lak ann nenvou da frailla
Hag ar mor braz da zridal, hag ann douar da grena.
Me oar me kement tra zo er bed-man da c’houiet,
Kement tra zo bet gwechall, kement zo da zonet.
Kentan louzou am euz gret gant ma dousik kloarek,
Oe gand lagad klei eur vran ha kalon eunn tousek;
Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/230
Neuz
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ