Mont d’an endalc’had

Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/227

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Pa oant digouet da Geraran,
E oant tregont mil ha tri c’hant;
Ha Kado a vennaz neuze :
— Ai’ta : ama ’nn hani e ! —

N’oa ked he goimz peurlavaret,
Tri-c’hant karrad lann oa kaset
Ha laket tro-war-dro d’ar ger,
Hag ann tan enn hi fol ha ter;

Eunn tan ken fol, eunn tan ken ter
Ma teuze enn han ar ferc’hier,
Ma strake enn han ann eskern
Evel re zaoned enn ifern.

Ma iudent gant kounnar, enn noz,
Evel bleizi koezet er foz;
Ha tronoz pa zavaz ann heol,
Oa ’r gwiraerien luduet holl.