Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Gant-ho, eur Vranez-goz louet,
Gant-hi eur Vran iaouank kevret.
Skuiz ho daou ha gleb ho eskel :
O tont glaz-aleured, ouc’h pell.
Hag ann ezned a gan eur c’han,
Ker kaer, ma tav ar mor ledan.
Ar c’han-ze, ’m eur vouez hi he gan
Nemed ar Vranez hag ar Vran.
Hag ar Vran en deuz lavaret :
— Kanet, eznedigou, kanet.
Kanet, eznedigou ar vro;
Pell euz a Vreiz n’oc’h ket maro.