Ha list ho marc’h gwenn gand ar flec’h,
Ha deut-hu da goania d’ann nec’h.
Deut da goania, ’kent, da walc’hi;
Korna ’reer ann dour; klevet-hui?
— Gwalc’hi rinn, otrou, bremaik,
Pa vezo poezet ar c’hinnig. —
Kenta sac’h a oe digaset,
Hag hen er c’hiz mad liammet,
Kenta sac’h a oe digaset,
Ar poez enn han a oe kavet.
Eilved sac’h a oe digaset,
Kompez ive a oe kavet,
Tride sac’h oe poezet : — Hola!
Hola ! hola ! fallout a ra ! —
Ar merer evel m’her gwelaz,
He zorn war ar zac’h astennaz;
El liammou a grogaz krenn,
O klask ann tu d’ho dieren.
— Gortoz, gortoz, otrou merer;
Va c’hleze ho droc’ho e-berr! —
Oa ked he gomz peurlavaret,
Pa oa he gleze diwennet.
Ha gand penn ar Gall daoubleget
Rez he ziou-skoa skoi en deuz gret,
Ken droc’haz kik hag elfeien
Ha sug eur skudel c’hoaz oc’hpenn.
Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/211
Neuz
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ