Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/194

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gwiriekaet eo bet ar bajenn-mañ



Ken a zav war he dreid ar marc’h kez,
Hag a-dreuz penn, e tant chig ar gwez ;

Hi a vadaill, a dreflemm ru goad,
Ha dibuna’ ra o c’houibanat ;

Ken a glev he aered, hag e lamm :
Tec’h kuit, dispar, unik ! tec’h dinam !

— Bez a C’hallaoued pez a garo !
Me na derc’hann ket rog ar maro ! —

Ne oa ket peurlavaret he c’her,
Ha pa oa pellik, pell euz ar ger.


V
AL LEAN.
I

Pa oa kousket lean koad Hellean.
Tri zol war he zor a skoaz unan.

— Lean mad digoret ann nor d’in,
M’am bo minic’hi a vinic’hinn.

Ma ann avel kriz diwar vro-C’hall,
Pa na vresk na loen gwez na chatal :