Mont d’an endalc’had

Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/192

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


— E ugent stourmad em onn-me bet.
Hag oc’hpenn mil den am euz trec’het ;

Ha biskoaz n’am boe kement a boan
Evel o c’hoari deuz ar Morian.

Itron santez Anna, va mamm ger,
C’hui a ra burzudou em c’henver !

Me a zavo d’hoc’h eunn ti-bedi,
War grec’h, etre Leger ha Gindi —


IV


AR ROUE.

Ann otrou Lez-Breiz, eunn deiz a oue,
A iee enn arbenn d’ar roue ;

Enn arbenn d’ar roue d’ann emgann,
Pemp mil marc’hek mad a du gant han

Hag endra ma oa o kimiada,
Tan ann taran, tan ar foultrusa !