Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
O welet ar ieot glaz ruiet
Gand goad ar Cʼhallaoued milliget.
Ann otrou Lez-Breiz, enn he gaonse.
O tiskuiza, out ho a zelle.
Kristen enn he galon na vize,
E Santez Anna, neb na oelze,
O welet ann iliz o leiza
Gand daoulagad Lez-Breiz o oela,
War he zaoulin, o oela Lez-Breiz,
O trugarekat gwir-warez Vreiz.
— Trugarekat ! mamm Santez Anna !
Cʼhui hocʼh euz gonezet ann tol-ma !
VII
Da zercʼhel koun mad euz ann emgann,
Eo bet savet ar barzonek-man,
Ra vezo kanet gant tud a Vreiz
Enn enor d’ann otrou mad Lez-Breiz !
Ra vezo kanet pell tro-war-dro,
Da lakat laouen holl dud ar vro !