Mont d’an endalc’had

Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/184

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

IV


— Ha ! de-mad d’id-de, marcʼhek Lez-Breiz
— Ha ! de-mad d’id-de, marcʼhek Lorgnez.

— Ha deut oud da unan d’ann emgann ?
— N’onn ked deut d’ann emgann ma unan ;

D’ann emgann ma unan ne dann ket,
Santez Anna zo gan-in kevred.

— Dont a rann-me aberz va roue
Da lemel digan-id da vuhe.

— Ke war da cʼhiz! lavar d’az roue
Me ra fae out-han, ’vel anoud-de,

Me ra fae out-han ’vel anoud-de,
Vel deuz da gleze, ’vel deuz da re.

Ke da Baris, emesk ar mercʼhed,
Da zougen da zillad alaouret ;

Hend-all, e likinn da wad ken ien
Ha ma ’z eo ann houarn pe ar men.

— Marcʼhek Lez-Breiz, d’i-me leveret.
E pe goad e m’ocʼh-hu bet ganet ?

Distera mevel zo em banden
A lemfe ho tok diwar ho penn. —