Monet eure Lez-Breiz d’ann emgann
Nemed he flocʼhig iaouank gant-han.
Santez Anna ’r vor pa erruaz,
Tre ’barz he iliz lien a ieaz.
— Itron santez Anna benniget ;
Iaouankig e teuiz d’ho kwelet ;
Ne oann ked ugent vloaz achuet ;
Hag e ugent stourmad e oann bet,
Hag ho holl hon euz ho gonezet,
Dre ho kennerz, itron benniget.
Mar dann-me cʼhoaz war va cʼhiz d’ar vro,
Mamm santez Anna, me ho kopro.
Me a raio d’hocʼh eur gouriz koer
A rai teir zro endro d’ho moger,
Ha teir d’hocʼh iliz, teir d’ho pered ;
Ha teir d’ho touar ; pa venn digouet ;
Hag eur banniel voulouz-satin-gwenn,
Eunn troad olifant flour d’he dougen,
Ha seiz klocʼh arcʼhant a roinn ouspenn
A gano ge, noz-dez, war ho penn.
Ha teir gwech ez inn war va daoulin
Da gercʼhat dour evit ho pinsin.