Mont d’an endalc’had

Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/180

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


— Ia ! va mamm ive am euz kollet,
Ha me ma eunn am euz hi lazet !

— Han Doue! otrou, m’ac’h euz her gret,
Piou oc’h-hu, ha penoz oc’h hanvet ?

— Morvan, ap-Konan, eo va hano,
Ha Lez-Breiz, va c’hoar, va lez-hano. —

Ken souezet a oe ar plac’hik
Ken na fiche na lavare grik ;

Ken souezet a oe ar plac’hik
Ken a vennaz gant-hi mervel mik ;

Ken he ziou vrec’h d’he goug a dolaz,
Hag he vek d’he begig a lakaz ;

Hag he vriata hi a reaz,
Hag enn he daelou hi he veuzaz :

— Doue en devoa da bellaet,
Ha Doue en deuz da dostaet !

Ra vezo, va breur, meulet Doue,
Truez en deuz bet ac’hanon-me. —


III


MARC’HEG AR ROUE.


I

Etre Lorgnez ha marc’hek Lez-Breiz
A zo bet lonket eunn emgann reiz.