Ar marc’hek koz, evel m’ he glevaz,
Awalc’h he galon c’hoarzin a reaz.
— Piou, han diaoul ’ta, en deuz ho sternet
Ma ne d- oc’h bet evel-se ganet ?
— Ann hini en deuz gwir da ober,
Hen-nez en deuz gret, va mabik ker.
— Ha piou neuz brema gwir da ober ?
— Den nemed ann otrou kont Kemper.
Lavar ive ann tol-ma d’i-me ;
Gwelaz-te eunn den evel-d-on-me ?
— Eunn den evel-d-hoc’h am euz gwelet :
Ha dre-ze re, otrou, e ma eet. —
Hag ar potr d’ar ger enn eur redek :
Ha war varlen he vamm, ha prezek :
— Ma mammik, ma mamm, na ouzoc’h ket ?
Biskoaz tra ker brao n’am boa gwelet ;
Biskoaz netra ker brao na weliz
Hag am euz gwelet hiriou ann deiz :
Braoc’h den hag ann otrou Mikel
A zo enn hon iliz, ann arc’hel !
— N’ euz den, ma map, braoc’h koulskoude,
Braoc’h evid elez hon Doue.