Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
LEZ-BREIZ
− IES KERNE −
I
AR C’HIMIAD.
I
Pa oa potr Lez-Breiz e ti he vamm
En devoe bet eur pedez estlamm :
Eur marc’heg o tonet gand ar c’hoad,
Hag hen penn da-benn harneset mad.
Hag ar potr Lez-Breiz dal’ m’ he welaz
Arvari oa Sant Mikel a reaz ;
Ha war he zaou-lin en em strinkaz
Hag en em groaza prim a reaz
— Otrou Sant Mikel, enn han Doue
Na it ked da ober droug d’i-me!
— Ann otrou Sant Mikel ne d-onn ket,
Nag eunn droug-oberour ken-neubed,
Sant Mikel, a-vad, me n’am onn ket;
Marc’heg urzet, na lavarann ket.
— Gwelet marc’hek biskoaz n’am euz gret,
Na komzet anezho ken-neubed.