Mont d’an endalc’had

Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/168

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


Kado, ar sant, a zigoueze
Gant Marzin ar bara, enn deiz-se.

— Kemenn a rann enn han Doue!
Lavar d’i-me petra out-te? »

— Enn amzer ma oann barz er bed,
Me oa gand ann holl enoret ;

Dioc’htu ma ’z-enn ’barz ar zall,
E klevet ann holl o iouc’hal.

Dioc’htu ma kane va delen,
Koueze diouz ar gwez aour melen,

Roueou ar vro am c’hare,
Roueou all holl am douje ;

Ann dudigou paour lavare :
— « Kan, Marzin, kan, e peb mare.

Laret eure ar Vretoned :
« Kan, Marzin, ann traou da zonet. »

Breman er c’hoajou e vevann,
Den na ra stad ouz in breman.

Bleizi, ha moc’h gwez, kreiz ma hent,
Tre ma’z-ann biou, a skrign ho dent,

Kollet eo gan-in va delen,
Pilet eo gwez ann aour melen ;

Roueou Breiz a zo maro.
Roueou all a wask ar vro ;