Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/147

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gwiriekaet eo bet ar bajenn-mañ



Eur c’hroegik kouz tri-ugent vloa
Hag eur mab heb ken e devoa,

« Edi ar vosen ’penn ma zi;
Pa garo Doue ’teui enn ti;
Ni iei ’mez pa deui,» eme-z-hi.

E kreiz Elliant, er marc’hallec’h,
Geot da falc’hat e kavec’h,

Nemed enn hentig euz ar c’harr
A gas re varo d’ann douar.

Kriz vije ’r galon na welje,
E bro Elliant, neb a vije :

Gwell’t triouec’h c’harr tal ar vered
Ha triouec’h all eno ’tonet.

Lec’h oa nao mab enn eunn tiad,
Eent d’ann douar enn eur c’harrad,
Hag ho mamm baour oc’h ho charrat.

Ho zad adren o c’houibannat :
Kollet gat-han he skiand-vad.

Hi a iude, galve Doue;
Reustlet e oa korf hag ene;

— Laket ma nao mab enn douar,
Ha me roi doc’h eur gouriz koar,

A rei teir zro endro d’ho ti,
Ha teir endro d’ho minic’hi.