Mab ar c’hadour a lavare,
Lavare d’he dad, eur beure :
— Marc’hegerien war lein ar bre!
Marc’hegerien o vont e-biou,
Mirc’hed adan-he, glaz ho liou,
Oc’h hinteal gand ar riou !
Stank-ha-stank, c’houec’h-ha-c’houec’h, e ri;
Skank-ha-stank, e ri tri-ha-tri;
Mil goaf oc’h ann heol o lintri;
Stank-ha-stank, e ri, daou-ha-daou,
O vont da heul ar banielaou.
Hag a vransell glan ann Ankaou.
Nao ban rong ann daou benn anhe ;
Bagad Arzur, e goarann, e;
Arzur a-rok lein ar mene. —
— Mar ma Arzur ann hini eo,
Prim d’hor gwarek ha d’hor gwall veo!
Ha’rok d’he heul, ha flimm ra freo ! —
Oa ked he c’her losket a-grenn,
Pa drouzkrozaz ar iouc’hadenn
Hed ar meneziou penn-d’ar-benn
— Kalon am lagad! penn am brec’h!
« Ha laz am blons, ha traon ha krec’h!
« Ha tad am map, ha mamm am merc’h!
« Marc’h am kazek, ha mul am as!
« Penn-lu am mael, ha den am goas!
« Goad am daerou, ha tan am c’houaz!
Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/144
Neuz
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ