— Kik karo eo a gaffenn mad;
Hogen poan vezo mont d’ar c’hoad. —
Ann aotrou Nann pa he c’hlevaz,
Enn he c’hoaf dero a grogaz,
Ha war he varc’h du a lammaz,
Ha d’ar forest c’hlaz ez eaz.
War lez ar c’hoad pa oa digouet,
Eunn heizez wenn en deuz gwelet;
Hag hen mont buhan war he zro
Ken grene ’nn douar dindan ho;
Hag hen mont war he lerc’h raktal
Ken rede ann dour diouc’h he dal,
Ha diouc’h he varc’h a beb kostez.
Ken a zeuaz ann abardaez;
Ken a gavaz eur waz vihan
E-kichen ti eur Gorrigan,
Ha tro-war-dro eunn dachen flour;
Hag hen da zisken d’eva dour.
Ar Gorrig oa tal he feunten
O kriba he bleo hir melen,
Hag ho c’hribe gant eur grib aour
(’Nn itrounezed-ze n’int ket paour).
— Penaoz oud-de ken dievez
Da zont da stravilla va gwez !
Dimezi d’in brema’ refet,
Pe e-pad seiz vloaz e seac’hfet;
Pe a-benn tri deiz e varfet.