Mont d’an endalc’had

Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/103

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

Flemm ar zaez enn he c’herc’hen,
He goad o redeg oc’hpenn;
O vlejal hi, sonn he fenn.

Korn o son boud: tan ha taran;
Glao hag avel, taran ha tan!
Tra ken mui-ken; tra na rann !

Unnek belek houarneset, etc.
Dek lestr tud gin a welet, etc.
Nao dornik gwenn, etc.
Eiz avel, etc.
Seiz heol, etc.
C’houec’h mabik great e koar, etc.
Pemp gouriz ann douar, etc.
Pevar mean higolin, etc.
Tri rann er bed, etc.
Daou ejenn, etc.
Heb rann, ar Red heb-ken
Ankou, tad ann anken,
Netra kent, netra ken.